Mont d’an endalc’had

Sophie Friederike von Mecklenburg

Eus Wikipedia

Sophie Friederike von Mecklenburg (Sophie Frederikke af Mecklenburg-Schwerin e daneg) a oa ur briñsez alaman, eus Mecklenburg-Schwerin, dimezet d'ur priñs danat. Mamm e oa da Christian VIII, a voe roue Danmark.

Sophia Frederica hag he breur An dug Frederick, poltredet gant Georg David Matthieu, 1764.
Sophia Frederica von Mecklenburg, gant Georg David Matthieu, 1765.

Ganet e oa e Schwerin, ha merc'h e oa d'an dug Louis von Mecklenburg-Schwerin, eil mab Christian Louis II, Dug Mecklenburg-Schwerin, ha d'ar briñsez Charlotte Sophie von Sachsen-Coburg-Saalfeld.

C'hoar e oa da Frederick, hag a oa daou vloaz warni.

D'an 21 a viz Here 1774, en Copenhagen, e timezas da Frederick Danmark ha Norge, mab da Frederick V Danmark, roue Danmark, ha d'e eil pried Juliane Marie von Brunswick-Wolfenbüttel, hag a oa rejant Danmark etre 1772 ha 1784. C'hwezek vloaz e oa neuze.

Brudet e oa Sophie Friederike da vezañ ur plac'h plijus, koantik ha speredek, ha goude mare diaes an eured en estrenvro e voe karet gant an holl. E-pad dek vloaz kentañ he friedelezh (1774-1784), ne c'hanas nemet teir merc'h, an div gentañ a oa marv-ganet, an drede ne vevas nemet pemp miz ;[1],[2],[3] n'eo nemet en 1786 he devoe ar bugel kentañ a chomas bev, he mab a deuas da vout ar roue Christian VIII, ha ne oa ket, marteze, diwar he fried.

Mat en em gleve an daou bried, war a ouzer. Koulskoude o devoe serc'h ha serc'heg: he mignonez Caja Hviid a oa serc'h he fried, ha tad he bugale-hi a vije bet un isofiser, Frederik von Blücher[4].

Mervel a reas e Palez Sorgenfri, e-kichen København .

Sophie Frederikke gant he merc'h Juliane.
Udsnit af portræt af Jens Juel, ca. 1790.

Pemp bugel he doe :

  1. Sophie Friederike Herzogin von Mecklenburg-Schwerin: in Cyberancestors.com [retrieved 10 June 2014].
  2. Sophie Friederike Herzogin von Mecklenburg-Schwerin in: the Peerage.com [retrieved 10 June 2014].
  3. Sophia Friderica Herzogin v.Mecklenburg-Schwerin in: genealogy Database by Herbert Stoyan [retrieved 10 October 2014].
  4. Rie Krarup: Female List and royal cargo. Gentle doves and conflict ladies in the history of Denmark.